-
Mark 1
- 1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
- 2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout,
- 3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù,
- 4 Yann a zeuas o vadeziñ el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
- 5 Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
- 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
- 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
- 8 Me am eus ho padezet en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
- 9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
- 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
- 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
- 12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
- 13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ.
- 14 Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
- 15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
- 16 Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
- 17 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da'm heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.
- 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
- 19 Hag ac'hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
- 20 Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
- 21 Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni.
- 22 Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed.
- 23 En em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur, hag a grias
- 24 o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
- 25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se.
- 26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ.
- 27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
- 28 Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
- 29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
- 30 Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
- 31 Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
- 32 Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled.
- 33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor.
- 34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.
- 35 Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno.
- 36 Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
- 37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
- 38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet.
- 39 Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled.
- 40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
- 41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
- 42 Adalek m'en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mañ hag e voe glanaet.
- 43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
- 44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
- 45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc'he er-maez e lec'hioù a-du, hag a bep tu e teued d'e gavout.
-
Riveduta Bible (1927) (riveduta)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.