-
1 Pêr 1
- 1 Pêr, abostol Jezuz-Krist, d'ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,
- 2 dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c'hras hag ar peoc'h kresket deoc'h!
- 3 Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c'hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
- 4 evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc'h,
- 5 c'hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
- 6 E kement-se en em laouenait, petra bennak ma'z oc'h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa'z eo ret e c'hoarvezfe kement-se,
- 7 evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc'h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc'h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.
- 8 Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c'hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,
- 9 o c'hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc'h eneoù.
- 10 Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc'het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c'hras dlee dont ennoc'h,
- 11 o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c'hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.
- 12 Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc'h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc'h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
- 13 Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c'hras a vo degaset deoc'h da emziskuliadur Jezuz-Krist,
- 14 hag evel bugale sentus, n'en em renit ket diouzh droukc'hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.
- 15 Met evel ma'z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc'h-unan santel en hoc'h holl gundu,
- 16 rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel.
- 17 Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc'h eus da dremen amañ,
- 18 o c'houzout penaos n'eo ket dre draoù breinus, evel arc'hant pe aour, oc'h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,
- 19 met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch,
- 20 raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc'h,
- 21 drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc'h esperañs e Doue.
- 22 O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc'h eus glanaet hoc'h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc'h an eil egile gant ur galon c'hlan,
- 23 o vezañ bet eil-c'hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c'her Doue a vev hag a chom da viken.
- 24 Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c'hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec'h hag e vleuñv a gouezh,
- 25 met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc'h en Aviel.
-
Riveduta Bible (1927) (riveduta)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.