-
Obererezhioù 1
- 1 Em levr kentañ, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentañ
- 2 betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d'an ebestel en doa dibabet.
- 3 Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc'h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
- 4 O vezañ o dastumet, e c'hourc'hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c'hortozjent promesa an Tad, an hini hoc'h eus klevet diganin, emezañ,
- 5 rak Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù.
- 6 O vezañ eta en em zastumet, e c'houlennjont digantañ: Aotrou, hag en amzer-se eo ec'h adsavi rouantelezh Israel?
- 7 Eñ a lavaras dezho: N'eo ket roet deoc'h anavezout an amzerioù pe ar c'houlzioù en deus merket an Tad en e c'halloud e-unan.
- 8 Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc'h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
- 9 Goude m'en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.
- 10 Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma'z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c'hichen
- 11 hag a lavaras: Tud a C'halilea, perak en em zalc'hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc'h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc'h eus e welet o pignat en neñv.
- 12 Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c'halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad (~ 1100 m).
- 13 Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec'h ma chome Pêr, Jakez,Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
- 14 Ar re-se holl a gendalc'he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.
- 15 En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
- 16 Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc'hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c'henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.
- 17 Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ.
- 18 Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d'an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.
- 19 Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma'z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad.
- 20 Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec'h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg.
- 21 Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m'en deus an Aotrou Jezuz bevet en hon touez,
- 22 adalek badeziant Yann betek an deiz ma'z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
- 23 Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz.
- 24 O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac'h eus dibabet
- 25 da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec'h.
- 26 Tennañ a rejont d'ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.
-
Riveduta Bible (1927) (riveduta)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.