-
1 Korintiz 8
- 1 E-keñver an traoù aberzhet d'an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav.
- 2 Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c'hoazh netra evel ma tleer gouzout.
- 3 Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.
- 4 Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d'an idoloù, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken.
- 5 Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou,
- 6 koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
- 7 Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c'hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d'an idoloù, hag o c'houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se.
- 8 N'eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hor bo koll ebet a gement-se.
- 9 Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc'h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.
- 10 Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d'an idoloù?
- 11 Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ.
- 12 Evel-se, o pec'hiñ a-enep ar vreudeur hag o c'hloazañ o c'houstiañs dinerzh, e pec'hit a-enep Krist.
- 13 Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.
-
Riveduta Bible (1927) (riveduta)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.