-
1 Korintiz 9
- 1 Ha n'on ket abostol? Ha n'on ket frank? Ha ne'm eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n'oc'h ket va labour en Aotrou?
- 2 Ma n'on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc'h, rak c'hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.
- 3 Eno emañ va difenn a-enep ar re a varn ac'hanon.
- 4 Ha n'hon eus ket ar gwir da zebriñ ha da evañ?
- 5 Ha n'hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c'hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?
- 6 Pe daoust ha n'eus nemedon ha Barnabaz ha n'o defe ket ar gwir da chom hep labourat?
- 7 Piv a ya morse d'ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d'an tropell ha na ev ket eus e laezh?
- 8 Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-mañ? Ha n'en lavar ket ivez al lezenn?
- 9 Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c'henoù d'an ejen a vac'h ar greun. Hag eus ejened eo e kemer Doue preder,
- 10 pe n'eo ket e gwirionez evidomp-ni en deus lavaret kement-se? Evidomp-ni eo bet skrivet penaos an hini a ar a dle arat gant esperañs, hag an hini a vac'h ar greun a dle mac'hañ gant esperañs da gaout lod er pezh a c'hortoz.
- 11 Mar hon eus hadet evidoc'h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc'h ar madoù kigel?
- 12 Mar d-eus re all hag a ra implij eus ar galloud-se warnoc'h, perak ne reomp ket kentoc'h? Met n'hon eus ket graet implij eus ar galloud-se, er c'hontrol e c'houzañvomp pep tra evit chom hep lakaat harz ebet da Aviel Krist.
- 13 Ha n'ouzoc'h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?
- 14 Evel-se ivez an Aotrou en deus gourc'hemennet d'ar re a brezeg an Aviel bevañ diouzh an Aviel.
- 15 Met ne'm eus graet implij ebet eus ar galloud-se ha ne skrivan ket kement-mañ evit ma vo graet e-giz-se em c'heñver, rak gwelloc'h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar gloar-se diganin.
- 16 Mar prezegan an Aviel, ne'm eus ket lec'h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc'het on d'henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!
- 17 Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d'henn ober.
- 18 Peseurt gopr am eus eta? O prezeg an Aviel eo, e savin Aviel Krist hep ma kousto netra da zen hag hep ma rin implij eus va galloud en Aviel.
- 19 Rak petra bennak ma'z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d'an holl evit gounit muioc'h a dud.
- 20 Gant ar Yuzevien, on bet evel Yuzev evit gounit ar Yuzevien; gant ar re a zo dindan al lezenn, on bet evel dindan al lezenn evit gounit ar re a zo dindan al lezenn;
- 21 gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n'on ket hep lezenn Doue pa'z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
- 22 Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c'hraet on e pep tra d'an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
- 23 Kement-se a ran abalamour d'an Aviel, evit kaout lod ennañ.
- 24 Ha n'ouzoc'h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d'e c'hounit.
- 25 Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.
- 26 Redek a ran eta, n'eo ket en avantur, skeiñ a ran, n'eo ket war an aer.
- 27 Met bloñsañ a ran va c'horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d'ar re all.
-
Riveduta Bible (1927) (riveduta)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.